Captain America

Captain America
Captain America
Un den gwisket evel Captain America er Pentagon, d'an 28 a viz Ebrel 2005. A-dreñv e weler kein un den gwisket evel Spider-Man

Titouroù embann :
Embanner : Marvel Comics
Krouet gant : Joe Simon, Jack Kirby
Kentañ avantur : Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941)
Titouroù ar personaj
Anv klok : Steven Rogers
Lesanvioù : Nomad, The Captain
Galloudoù : Nerzh, tizh, kaleter, gwevnded, kilstourmoù, ha skiantoù kresket a-drugarez da serom ar goursoudard. Pareañ a ra buanoc'h evit a re all ha ne gosha ket.
Arm : Skoed e kendeuzad dir-Vibraniom
Barregezhioù : Mestr en arzoù an emgann gant an daouarn
Keveler(ien) : Avengers
Mignon(ed) : Bucky Barnes, Falcon, Sharon Carter


Skoed Captain America

Captain America a zo un haroz faltazi a gaver e comic books embannet gant Marvel Comics. Dizoloet e voe evit ar wech kentañ e Captain America Comics #1 (miz Meurzh 1941), embannet gant Timely Comics,[1] ha krouet gant Joe Simon ha Jack Kirby. A-hed ar bloavezhioù ez eus bet gwerzhet e-tro 210 milion a skouerennoù eus comic books "Captain America" e 75 bro er bed.[2] Alter ego Steve Rogers (un den a voe lakaet da greñvaat dre gemer louzoù a-benn sikour ar Stadoù-Unanet e-pad an Eil Brezel-bed) eo Captain America. Tennañ a ra e zilhad da vanniel ar Stadoù-Unanet. Bepred e vez gant ur skoed dizistrujus, hag a c'hall bannañ[3]. Haroz brudetañ Timely Comics e voe Captain America e-pad an Eil Brezel-bed. Goude ar brezel ez eas e vrud war zigreskiñ, betek mont da netra er bloavezhioù 1950, war-bouez un taol-esae e 1953. Adlañset e voe Captain America da vare oadvezh argant ar c'homics (saozneg : Silver Age of Comic Books), pa voe sikouret gant izili Avengers e The Avengers #4 (miz Meurzh 1964). Abaoe eo bet alies Captain America e penn ar skipailh, ha comics gouestlet dezhañ nemetken a zo bet embannet ivez. Daoust ma voe lazhet Steve Rogers e Captain America vol. 5, #25 (miz Meurzh 2007) e voe dizoloet e oa bev c'hoazh, hag kenderc'hel a reer da embann e droioù-kaer[4] ma weler James "Bucky" Barnes o kemer plas Captain America.

  1. E-barzh Marvel Milestone Edition: Captain America (1995) e weler un eilenn eus ar c'homic hep golo na niverenn, met lenn a reer s "Originally published ... as Captain America #000". N'eus niverenn ebet war golo comic kentañ Timley, Marvel Comics #1 e ditl.
  2. Death to ‘America’: Comic-book hero killed off, msnbc.com, 7 a viz Meurzh 2007
  3. "Bullpen Bulletins: "Stan's Soapbox", miz Kerzu 1999
  4. http://forum.newsarama.com/showthread.php?t=104091"yes, Captain America, Steve Rogers, is dead." Kemennadenn gant Marvel diwar-benn Captain America #25, Matt Brady, Newsarama, 7 a viz Meurzh 2007

Developed by StudentB